Mabinogi

Unan eus pajennoù Levr Ruz Hergest.
Pwyll o chaseal.

Danevelloù kembraek eo ar Mabinogi, pe Mabinogion, brudet abaoe embannadur levr Charlotte Guest, The Mabinogion, kroget e 1837.

Komz a reer ivez eus Pedair cainc y Mabinogi, hervez o anv kembraek, pe eus Pevar skourr ar Mabinogi, anv ul levr embannet e brezhoneg gant Preder.
Peder danevell int (hag a vez graet 'chwedl', pe 'cyfarwyddyd', anezho e kembraeg) hag a zo skrivet e krenngembraeg, an anv a vez graet eus ar yezh etre an XIIvet kantved hag ar XVIvet kantved, ha kavet int bet e dornskridoù kembraek kozh.

Kaoz zo enne eus kredennoù ha mojennoù kozh ar vro, en Henamzer ar Gelted, a-raok ar gristeniezh, da lavarout eo a-raok ar VIvet kantved da vihanañ. Da neuze e vefe anv, e skridoù eus an XIIvet kantved, eus mojennoù a oa bev-mat c'hoazh 600 vloaz a-raok, hag a zo bet savet meur a gantved c'hoazh a-raok moarvat. Daoust da se, mont betek lavarout int ken kozh ha skridoù Homeros, n'eo diazezet nemet war ar faltazi. Met gwir eo n'haller ket bloaziañ ar re goshañ en un doare resis.

Roud eus ar mojennoù-se a gaver ivez er yezhoù keltiek all, en danevelloù iwerzhonek dreist-holl, en anvioù galianek ivez.

Peurvuiañ e vez staget outo danevelloù all, hag a denn kentoc'h da vojenn Arzhur, aesoc'h o bloaziañ, ha n'hallont ket bezañ ken kozh eta, hag a zo enno koulskoude un dasson eus amzerioù koshoc'h ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search